Arbennelezh (yezhoniezh)

Er yezhoniezh e vez implijet an termen arbennelezh evit komz eus ur frammadur yezhadurel pa vez lakaet un gouzañver yezhadurel da gas da benn un oberenn bennak (displegat gant ur verb) pe d'e gas da benn en un doare resis gant ur graer yezhadurel, da skouer:

Skrivañ a ra YannLakaet e vez Yann da skrivañ

Un elfenn voutin da holl yezhoù ar bed eo an arbennelezh, met implijet e vez meur a doare yezhadurel disheñvel evit he displegañ:

  • Morfologiezh: implijet e vez elfennoù morfologel (da skouer, kengerioù) evit lakaat verboù da vezañ arbennel o ster pe da lakaat anvioù-gwan da dalvezout kement ha « dont da vezañ » (d.s. bras brasaat = dont da vezañ bras(oc'h));
  • Troadelloù: troadelloù savet alies a-drugarez da implij ur verb skoazell (d.s. MontLakaet da vont);
  • Leksemek: Implijet e vez gerioù (leksemaoù) disheñvel evit ar stumm arebennek (d.s. debriñbouetañ).

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search